Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2016

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2016
Kampion ar vlenierien: Nico Rosberg
Kampion ar saverien: Mercedes
A-raok: 2015 War-lerc'h: 2017

Kevezadeg bed Formulenn 1 2016 eo 67vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur redadeg warn-ugent a oa bet redet er bloaz-se ha mont a reas ar maout gant Nico Rosberg, mab d'ar c'hampion 1982 Keke Rosberg, e-touez ar vlenierien ha gant Mercedes e-touez ar saverien. Nico Rosberg a yeas war e leve diouzhtu goude e ditl.

Ur skipailh nevez a voe degemeret e-touez ar saverien, ar skipailh amerikan Haas F1 Team ha distreiñ a reas Renault evel ur skipailh F1.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search